Dont da vezañ a-youl vat
An dud a-youl vat e Telenn, en em ouestlañ evit sevenadur Breizh
Ur gevredigezh nerzhus eo Telenn hag a gemer perzh er skignañ sevenadur Breizh er c’horn-bro abaoe ouzhpenn 30 vloaz.
dre skoazellañ an intrudu lec’hel hag aozañ darvoudoù sevenadurel a-hed ar bloaz : stajoù hag atalieroù, prezegennoù, diskouezadegoù, sonadegoù, sinema, tolpadoù ar C’han ar Bobl, Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg, Gouel Breizh…
Ne c’haller ket kas an holl raktresoù-se da benn hep ma vefe kemeret perzh gant ur skipailh tud a-youl vat.
Plijout a ra deoc’h sevenadur Breizh, c’hoant ho peus da gaout plijadur ha da gejañ gant tud pe da ziorren barregezhioù ? Perak chom hep dont da vezañ a-youl-vat en ur gemer perzh e raktresoù liesseurt Telenn ?
Liesseurt eo obererezhioù Telenn ha pep hini a c’hell kavout e blas : staliañ, divontañ, merañ an davarn, ar vilhederez, ar c’hrampouezh pe c’hoazh ar c’hehentiñ, merañ al vediaoueg, bezañ ezel eus ur bodad-labour evit prederiañ war henchadur ar gevredigezh… E-pad un eurvezh, un nozvezh pe muioc’h… Ur plas pouezus a zo gant an dud a-youl vat e mont en-dro Telenn. Bezañ a-youl vat a ro tro deoc’h d’ober anaoudegezh gant tud nevez, da rannañ ho skiant-prenet ha da zeskiñ digant tud all. Bezañ a-youl vat a ginnig ivez un nebeud gounidoù : mont e-barzh digoust d’an abadenn aozet, evajoù ha/pe predoù profet.
Penaos dont da vezañ a-youl vat ?
Aes-tre eo, lakait hoc’h anv gant ho chomlec’h postel war ar roll posteloù en ur glikañ amañ dindan ha resev a reot posteloù gant an ezhommoù resis. Neuze n’ho po nemet da respont pa vezit prest da sikour.
Gallout a rit ivez mont e darempred gant skipailh Telenn war-eeun dre bellgomz d’ar 02 96 77 31 91 evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar raktresoù a-vremañ ha penaos kemer perzh.