Mediaoueg Ti ar Vro – L’Ôté

Ouzhpenn ur miliad a zielloù (levrioù, pladennoù sonerezh, DVD, kelaouennoù ha kazetennoù) gouestlet da sevenadur ha yezhoù Breizh a vez e mediaoueg Ti ar Vro – L’Ôté.

Ar vediaoueg a zo ezel eus ar rouedad Mediaouegoù ar Bae, en e douez 30 mediaoueg en tolpad-kêrioù.

Thumbnail 1
Thumbnail 2
Thumbnail 3
Thumbnail 4
Thumbnail 5
Thumbnail 5
previous arrow
next arrow
Thumbnail 1
Thumbnail 2
Thumbnail 3
Thumbnail 4
Thumbnail 5
Thumbnail 5
previous arrow
next arrow

Mont d’ar vediaoueg

Digor eo ar vediaoueg d’an holl.

Digartenn

Gallout a reer lenn al levrioù war al lec’h, pe ober luc’heilennoù hep kartenn ebet.

Gant ur gartenn

M’ho pez ur gartenn eus unan eus mediaouegoù ar rouedad e c’hallit amprestiñ levrioù, pladennoù ha DVDoù, betek 12 diell evit 3 sizhunvezh.

Ma n’ho pez kartenn ebet e c’hallit lakaat hoc’h anv evit mediaoueg Telenn. 8€ eo an emezeladur evit ur bloavezh, a zeiziad da zeiziad.

Ezel oc’h eus Telenn ? Ar mizoù enskrivadur d’ar vediaoueg a zo endalc’het e priz oc’h emezeladur. Gallout a rit krouiñ ur gartenn amprest hep miz ouzhpenn ebet. Posubl ‘vo deoc’h implijout anezhi e mediaouegoù all ar rouedad.

Gallout a rit sellout ouzh roll ar vediaoueg ha mirout dielloù en-linenn en ur glikañ war ar skeudenn amañ dindan.

Pegoulz dont ?

Horaires d’ouverture de la médiathèque au public :

Ma fell deoc’h dont e diavaez ar mareoù-se e c’hallit pellgomz d’an degemer d’ar 02 96 77 31 91.

Ne vez boest distro ebet e diavaez an Ti ar Vro. Rankout a ra an dielloù bezañ rentet da vare eurioù digeriñ an Ti ar Vro – L’Ôté.