C'Hoari war ar prim e brezhoneg
Dizoleiñ hag ober c’hoariva en un doare plijus ha dudius eo pal an atalerioù « C’Hoari war ar prim » kinniget gant ar gevredigezh Makarit.
1e30 bep sizhun evit labourat gant ho mouezh, ho korf hag ho ijin.
Digor d’an holl, an atalerioù a vo graet e brezhoneg met n’eo ket ret komz en un doare flour pe bezañ barrek-tre war ar yezh evit kemer perzh. Ar pouezhusañ eo c’hoari ha kaout plijadur.
An atelerioù a vo graet gant Michel Seib aktour a-vicher.
Priz : 180 € evit ar vloaz + 10 € emezelañ da Makarit
Da Lun 7e30 / 9e00 noz evit krennarded ha tud-gour (adalek 15 vloaz)
D’ar Meurzh 6e / 7e30 noz evit bugale (adalek 10 vloaz)