“Le patrimoine est l’héritage du passé dont nous profitons aujourd’hui et que nous transmettons aux générations à venir.
Notre patrimoine culturel et naturel  est  une source irremplaçable de vie et d’inspiration.”
(Article 1 de la convention d’adhésion à l’Unesco, ratifiée par la France en 1975)

Kevread Telenn

Telenn a zo unan eus emglevioù bro Rannvro Breizh, emglev bro Sant Brieg an hini eo. War un tiriad resis e stroll kevredigezhioù pe kevreadoù a labour da ziorren sevenadur ha yezhoù Breizh.

Talvoudegezhioù Telenn

Kargoù Telenn a vez :

  • Strollañ kevredigezhioù sevenadurel Breizh an tiriad en ur c’hevread hepken.
  • Diorren hewelded sevenadur Breizh e bro Sant-Brieg : souten ar c’hevredigezhioù ezel, aozañ darvoudoù sevenadurel …
  • Kreñvaat identelezh, personelezh an tiriad dre he ampartiz sevenadurel : kuzulioù evit diorren ar sevenadur d’ar c’hevredigezhioù ezel, d’ar strollegezhioù ha d’an annezidi.
  • Oberiañ ha kizidikaat da zoujañ hol liesseurted yezh, er strollegezhioù hag en embregerezhioù dreist-holl.
  • Diorren stalioù er skolioù gant ar pal treuzkas sevenadur Breizh.

Ar mont-en-dro

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Telenn. Termenet eo he fal en he statutoù ha war evezh emañ he merourien da zoujañ oute ha da lakaat anezhe e pleustr.

Ur c’hevread eo Telenn ivez. Pep kevredigezh a gemer perzh e raktres Telenn hag a c’hall envel ur c’hannad e-mesk o izili er C’huzul Merañ.

Ar C’huzul Merañ

Strollañ a ra  Kuzul Merañ Telenn kannaded eus ar c’hevredigezhioù ar c’hevread ha kannaded dilennet e-mesk an izili hiniennel.

Bodet e vez da nebeutañ ur wech an trimiziad.

E-pad ar c’huzulioù merañ e vez divizet war beseurt tu e vo heñchet ar bloavezh kement ha raktresoù ar c’hevread. 

Assemblée Générale de Telenn 2020

Ar Burev

Dilennet eo ar Burev gant ar C’huzul-Merañ evit ur bloavezh.

Er burev e vez kavet :

– ur prezidant,

– etre un ha tri bez-prezidant,

– ur sekretour ha marteze un eil-sekretour

– un teñzorour ha martez un eil-teñzorour.

Dre vras e vez bodet ur wezh ar miz. Aketus e vez d’ar fed e vefe lakaet e pleustr an hentoù-bras a zo bet termenet gant ar C’huzul Merañ. Merañ a ra ivez ar raktresoù pemdeziek a vez gant ar gevredigezh, gant ar skipailh implijidi.

Ar bodadoù

Pep bodad a vez bodet ur wezh an amzer gant ar pal kinnig raktresoù hervez tem pe sujed ar bodad-se. Un ezel pe meur a hini eus ar burev a lusk an emvod, hag e-karg e vezont da dreuzkas ar c’hinnigoù d’ar burev ha d’ar c’huzul merañ.

Izili ar c’hevread, an dud a youl-vat hag ar re vennet a c’hall kemer perzh er bodadoù.

  • Bodad kehentiñ : labourat a ra ar bodad war ar c’hehentiñ diabarzh ha diavaez, war panellerezh ar savadur, war diorren binviji ha skorioù a-benn talvoudekaat obererezhioù Telenn.
  • Bodad Brezhoneg : labourat a ra ar bodad war stad ar yezh e bro Sant-Brieg, an enc’hoarioù da zont, an ezhommoù hag ar spioù war an tiriad, kement hag ar raktresoù da ziorren. Kaoz a vez eus program mizvezh ar brezhoneg.
  • Bodad Gallaoueg : war skouer ar bodad Brezhoneg e tres ar bodad Gallaoueg stad an obererezhioù ha darvoudoù a vez e gallaoueg war an tiriad. Labourat a ra war program mizvezh ar gallaoueg ivez.
  • Bodad yaouankiz : labourat a ra ar bodad da ziorren raktresoù evit treuzkas danvez sevenadurel Breizh ha liesseurted sevenadurel d’ar re yaouank.
  • Bodad sonerezh, dañs ha kan : ar bodad a liamm ar c’hevredigezhioù a ra war-dro ar sonerezh, an dañs hag ar c’han a-benn kas da benn raktresoù boutin d’an holl.

Un tamm Istor

Krouet eo bet ar gevredigezh e 1987 dindan anv « Steredenn ».

E 2000 eo bet cheñchet he anv da « Telenn » gant ar soñj ober dave da steredeg al Lourenn.

Diwar skeudenn ur steredeg a vod meur a steredenn, e vod Telenn meur a gevredigezh a-ziwar sevenadur Breizh. War al logo e c’haller gwelout anv ar c’hevread, un delenn stilekaet ha stered steredeg al Lourenn.

Logo de  à 2019
Logo eus 2000 betek 2019
Fédération Telenn - Ti ar Vro l'Ôté
Logo 2020

E savadur skol Diwan Sant-Brieg e oa burev ar gevredigezh eus 1987 da 2016.

E-tro 2001 e krogas mennozh sevel un ti gouestlet da sevenadur Breizh. Un hent hir a voe neuze, boulc’het gant skipailh Telenn ha dilennidi tolpad-kêr Sant-Brieg, en o zouez Robert Pedron a roas e anv d’ur sal er savadur nevez. Savet e voe an Ti ar Vro – L’Ôté e 2016, diwar savadur an telldi bet adnevesaet, war porzh al Lege.

Adalek ar penn-kentañ e ro Sant-Brieg Arvor Tolpad-Kêrioù da Telenn ar c’harg da verañ al lec’h dre ur c’henemglev liesbloaziek.

Dre-se e vez skipailh Telenn e Ti ar Vro – L’Ôté adalek ar 26 a-viz Ebrel 2016 ez-ofisiel. Al lid-digeriñ a voe aozet e-pad un dibenn-sizhun a-bezh, gant tremen ar Redadeg, ur genstrivadeg sonerezh ha dañsoù Breizh ha dilennadeg roue ha rouanez bro-Bentevr.

Istor al lec’h a zo bet doujet outañ : brasaet eo bet ar savadur istorel gant ur savadur nevez, ennañ un degemer bras a vez implijet evit staliañ diskouezadegoù, ur sal liesimplij gant ur c’hlevedon dibar, enni un davarn hag ur gegin. Salioù klas a vez ivez, implijet evit ar c’hentelioù brezhoneg ha gallaoueg. Ur vediaoueg a vez ivez, a ginnig dielloù a bep seurt war sevenadur ha yezhoù Breizh.