Ar gallaoueg

Petra eo ar gallaoueg ?

Ar gallaoueg eo yezh romanek Breizh-Uhel. Ur yezh oil deuet eus al latin poblek eo (rannyezhoù romanek hanterenn norzh Bro-C’hall), evel an normaneg, yezh Liger pe poateveg.

Pell zo e vez disprizet ha graet anv eus ar gallaoueg gant an termen dismegañsus ” trefoedaj”, ha ne vez ket implijet er yezhoniezh rak treuzkas a ra ar soñj eus ur renkadur difetis etre ar yezhoù, da lavarout eo ar re a vefe din da vezañ anvet evel-se ha “rannyezhoù lec’hel” diouzh un tu all. Komz a ra ar yezhoniourien kentoc’h eus “yezhoù” ha “rannyezhoù” (seurtadoù lec’hel ar yezhoù-se).

Dont a ra an termen “gallo” eus ar ger brezhoneg gall, a dalv estren, unan bennak ha ne oar ket ar brezhoneg.

Kenvevañ a ra ar gallaoueg hag ar brezhoneg e Breizh istorel abaoe ar Grennamzer. Testeniekaet eo bezañs ar gallaoueg abaoe an XIIvet hag an XIIIvet kantved. Ar brezhoneg, komzet ken pell ha Roazhon ha Naoned war-dro an IXvet kantved, az eas war-gil tamm-ha-tamm war-zu ar c’hornôg er c’hantvedoù da-heul, ha levezon ar gallaoueg en em ledas e Breizh-Uhel.

Betek an XIXvet kantved e chomas ar gallaoueg ur yezh dre gomz, gant tud ar maezioù dre vras. Kregiñ a reas da vezañ dastumet gant folklorourien war-dro ar mare-se ha da vezañ skrivet er c’hazetennoù. Met kreñv-tre e oa bet stigmatizet er skolioù, e-lec’h ma veze aotreet ar galleg hepken.

Ar galloueg a-vremañ

Hiziv an deiz e vez komzet ar galloueg en Il-ha-Gwilen, e kornôg Aodoù An Arvor ha Mor-Bihan, hag ivez e Liger-Atlantel, a-hed ul linenn faltaziek a liamm Plouha ouzh ledenez Rhuys. Emdroet en deus an “harz yezhel”-se a-hed an amzer, ar pezh a zispleg perak e chom c’hoazh enezigoù brezhoneg e Breizh-Uhel.

Gant Kuzul-rannvro Breizh e oa bet anavezet ar gallaoueg evel yezh Breizh, war ar memes live hag ar brezhoneg, e 2004. Ar strollegezh kentañ an hini eo o vezañ lakaet e pleustr ur politikerezh yezh hag a oa bet kreñvaet e 2012 gant ur raktres ragoberiant evit treuzkas ha diorren hor yezhoù rannvroel.

Krouet eo bet an Institut du Galo e 2017 diwar youl aktourien kevredigezhioù an tiriad ha Rannvro Breizh. Lakaat a ra war-sav ar garta evit brudañ ar galaoueg “Du Galo, Dam Yan Dam Vèr” a glask lakaat e pleustr oberoù a-du gant ar yezh, hec’h implij hag he gwelet e buhez pemdeziek ar Vretoned. Savet eo evit ar strollegezhioù lec’hel koulz hag ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù.

E 2024 e oa bet gourc’hemennet gant ar C’huzul-rannvro un enklask gant ensavadur TMO Région diwar-benn implij ar brezhoneg hag ar gallaoueg e Breizh. Gant ar studiadenn-mañ e oa bet lakaet war wel e oa tost 132 000 gallaoueger hiziv an deiz, da lavaret eo 3,3% eus poblañs Breizh.

Tost 1 annezad eus Breizh diwar 10 a glev gallaoueg tro-dro dezhañ, e Breizh-Uhel dreist-holl.

46% eus an dud a oar gallaoueg, e-touez a re o deus respontet d’an enklask, a zo a-du evit ma vefe muioc’h a gelenn e gallaoueg er skolioù (ouzh 40% e 2018, ur c’hresk +6 poent) ha 49%, tost an hanter, a zo a-du gant krouidigezh ur chadenn skinwel pe radio e gallaoueg, ar pezh a ziskouez pegen stag eo ar Vretoned ouzh treuzkas ar gallaoueg.

Renket eo ar gallaoueg gant an UNESCO e-touez ar “yezh en arvar bras” abaoe 2009. Liammet strizh eo he padelezh hag he diorren ouzh al labour dastum (dre skrid ha dre gomz) ha treuzkas (kelenn, media, arvest). Meur a aktour kevredigezhel a labour evit brudañ, lakaat da anavezout ha derc’hel bev ar gallaoueg, en o zouez, ar gevredigezh Qerouézée le galo en Côtes d’Ahaot, ar CAC Sud 22, Chubri, ar Granjagoul…

E bro Sant-Brieg, 
kalz digarezioù zo da glevet ha da zeskiñ gallaoueg : gousperoù, bodadegoù noz, arvestoù c’hoariva, lennadennoù foran, atalieroù ha abadennoù radio zoken…