Darvoudoù gallaoueg

Mizvezh ar gallaoueg

Bep bloaz e miz Meurzh, e vez lidet ar gallaoueg e pep lec’h e Breizh da vare mizvezh yezhoù Breizh. Eus ar stummadur war ar yezh betek an obererezhioù sevenadurel ez eus doareoù e-leizh da glevout ha da implijout ar gallaoueg er vuhez pemdeziek.

Gant kevredad Telenn e vez kenurzhiet an abadennoù kinniget gant ar c’hevredigezhioù a vez kavet war an dachenn. Diskouezadegoù, divizoù, filmoù, kontadennoù, c’hoariva… Bep bloaz e vez pinvidik ha dibar ar programm. Adalek miz C’hwevrer e vez embannet ha skignet ar programm klok gant Telenn.

Kenstrivadeg livañ gevier e Ti ar Vro

Gouel Gallo en scène

Lañset evit ar wech kentañ e 2003 gant kevredigezh Bertègn Galèzz 22, deuet da vezañ Qerouézée e 2019, gouel Gallo en scène a ra berzh bep bloaz gant ar memes entan. 

An dud a zeu ingal a-benn klevout, komz ha treuzkas ar gallaoueg d’ar rummadoù yaouankoc’h.
Ouzhpenn 50 kumun eus Aodoù an Arvor o deus degemeret ur mare pouezus eus ar gouel ur wech da nebeutañ abaoe e grouidigezh : arvestoù c’hoariva, sinema, enrolladennoù radio war-eeun, kenstrivadegoù  livañ gevier, kontadennoù, digor-kalon e gallaoueg…

Abaoe meur a vloavezh eo bet merzet gant obererien ar gallaoueg war an dachenn ez eus kalz a dud hag a oar ha komz gallaoueg e reter Aodoù an Arvor met n’eus ket kalz anezho hag a gav digarezhioù a-benn implijout ha diorren o yezh. 

Ar gouel a zo eta gant ar pal da gas war-raok ar yezh hag ar sevenadur gallaouek e Breizh-Uhel en ur lakaat anezhi war an dachenn foran ha reiñ tu d’an dud da zizoloiñ ha da gomz anezhi (en-dro). Gant ur programm liesseurt, ar gouel Gallo en scène a lak war wel liesseurted ha pinvidigezh an oberoù kaset da benn evit ar gallaoueg.

Roll ar gouel a vez kavet war lec’hienn kevredigezh Qerouézée un nebeud sizhunvezhioù a-raok e grog.

Gouel Gallo en scène