Abadennoù sonerezh Breizh

Telenn hag ar gevredigezh Sonerien ha Kanerien Vreizh (SKV) a ginnig bep miz un abadenn sonerezh Breizh e Ti ar Vro Sant-Brieg.

Digor d’an holl eo an abadenn sonerezh. Ur prantad plijus a ro tro d’ar sonerien da seniñ asambles ha da rannañ temoù eus repertorioù Breizh eo.

Deuet-mat eo an dañserien hag amatourien sonerezh breizhek, evel-just.

Bep miz e vez kinniget daou pe dri ton da selaou amañ dindan, gant ul lusk gorrek da gentañ, ha gant un tizh normal goude, ar pezh a ro tu d’an holl da labourat a-raok an abadenn.
Da c’houde e vez adkemeret an tonioù-se a-stroll eus 8e15noz da 9e er pezh a reomp an abadenn c’horrek anezhi. 
Adalek 9e e vez digor an abadenn ha gallout a ra pep soner kinnig tonioù all da seniñ asambles.
 

Temoù an abadenn c'horrek

Abadenn gentañ : d’ar Gwener 17/10

Selaouit tonioù an abadennoù tremenet