Sevenadur Breizh en ho raktres pedagogel
Kinnig a ra Telenn oberiantizioù diwar-benn sevenadur Breizh evit ar skolioù hag ar greizennoù dudi.
Abadennoù diouzh ar c'hoant
Gallout a ra hor obererezhioù bezañ azasaet diouzh raktres pedagogel pep framm ha hervez oad ar vugale, eus 3 da 10 vloaz.
Hon animatourez a ginig deoc’h dizoleiñ c’hoarioù hengounel, pleustriñ dañsoù Breizh azasaet d’ar vugale, pe c’hoazh tañva ar brezhoneg en un doare plijus.
Gant hor c’hevredigezhioù, dizoloit ar gallaoueg, sonerezh Breizh hag he binvioù, pe c’hoazh gouren.




Kontadennoù hengounel
Ar c’hontadennoù hengounel a zo un elfenn eus ar c’hentañ evit an hengounioù pobl, se zo kaoz e kinnigomp deoc’h abadennoù diazezet war ur roll kontadennoù dibabet.
E pep kontadenn e c’haller komz eus meur a dem liammet gant sevenadur Breizh : ar sonerezh, an dañs, ar glad savadurel, yezhoù Breizh, al loened hag ar plant, ar micherioù kozh…
Evit goulenn ur rakpriz pe gouzout muioc’h, deuit e darempred ganeomp.