Penn bazh
Un tamm istor
Ar penn bazh zo ur vazh e koad kalet gant un hirded etre 80 cm hag 1 m ha gant ur penn rontaet evit implij anezhi evel ur grennvazh. Ar penn finañ a vez aveet gant ul las e lêr evit aesaat an dalc’h en dorn.
Ar c’hoadoù hag a vez implijet en un doare hengounel zo mespereier, goueskerez, spern-du… koadoù kalet dreist-holl.
Ar vazh-se a veze adkavet e tiez labourerien-douar vreizhad. Implijet e veze evit kerzhout pe evit en em zifenn pa veze ezhomm.
Kevatalioù all zo er bed keltiek evel ar shillelag iwerzhonek.
Le penn bazh ur sport emgann
Kevredigezhioù zo a glask adperc’hennañ ar penn bazh evel ur sport emgann. Klask a reont kompren e implij evit argadiñ hag en em zifenn. Ar gevredigezh Avé les Bretteurs, da skouer, a ginnig gourdonadegoù e kumun Pledran.