Bugaligoù

Kinnig a ra Telenn atalieroù divorfilañ e brezhoneg diwar c’houlenn, e frammoù a zegemer bugaligoù. atalieroù divorfilañ a vez aozet ivez e Ti ar Vro – l’Ôté a-hed ar bloaz.

Er frammoù degemer bugale yaouank

Kinnig a ra Telenn abadennoù e frammoù evit ar vugale vihan e bro Sant-Brieg. Renet gant ur vuhezourez barrek, eo azasaet an abadennoù diouzh oad ar vugale. Ouzhpenn ergerzhout sonioù ar yezh e vez diorroet kefluskerezh ar vugaligoù dre rimadelloù mimet ha c’hoarioù bizied, hag ivez dre lakaat anezho da anavezout binvioù sonerezh (gitar, delenn).

Evit kaout ur priz, deuit e darempred ganeomp !

Atalieroù tañva e Ti ar Vro - l'Ôté

An abadennoù-se a bad tri c’hard eur a vez kinniget en un doare plijus gant ar pal lakaat ar vugale da gemer perzh gant obererezhioù berr ha liesseurt hag en ur implijout dafar dereat : rimadelloù, c’hoarioù bizied, lennadennoù ha kanaouennoù a zo war ar programm.

War ziorren ez a an obererezh-se evit divorfilañ ouzh ar brezhoneg.
Diskouez a reer e vez dedennet muioc’h-mui ar familhoù gant ar brezhoneg.

Il est aujourd’hui reconnu que l’apprentissage d’une seconde langue, quelle qu’elle soit, dès le plus jeune âge, est un atout pour l’enfant en devenir. Ces ateliers sont une première étape possible avant l’entrée en école bilingue.

Retrouvez les dates des ateliers à venir dans l’agenda de Telenn.

Titouroù :
02 96 77 31 91
Ti ar Vro-l’Ôté
138 straed al Lege
22000 Sant-Brieg