Deskiñ gallaoueg
Kentelioù-noz a-hed ar bloaz
Deskit gallaoueg gant kentelioù 1e30 kinniget a bep eil sizhun e Ti ar Vro – an Oté, gant ar gevredigezh Qerouézée.
Diazezet eo ar bedagogiezh war an hentenn gentañ savet evit an oadourien krouet gant Institut du Galo, Chemine de Galo pour le monde venû.
Pal an hentenn-se a zo tapout al live A2/B1 eus an dave europat boutin evit ar yezhoù (CECRL) dre 32 gentel skeudennaouet hag a ginnig divizoù, displegadennoù yezhadurel, ar c’hendeuziñ, pleustradegoù ha c’hoarioù.
Stajoù e Sant-Brieg
Gant ar gevredigezh Qerouézée le Galo en en Côtes d’Ahaot e vez aozet ivez stajoù evit an holl liveoù, pe un devezh pe e stumm ur c’helc’hiad teir prantad evit deskiñ pe addeskiñ ar gallaoueg dre atalieroù plijus.
Skouer ur programm
- eune perzentézon du galo (la langue, son istouere, ses ecrivaijes, son ecriture…),
- se perzenter en galo par une caozerie,
- du vocab su le corp, les bétes, les verbes, les adverbes, les adjectifs…
- de la poèterie,
- du conte,
- du chant,
- pour fini : jeu, dirie en galo o les mots aprinz durant l’estaije.
Evit gouzou deiziadoù ar stajoù o tont, kit e darempred gant Qerouézée.
Stummadurioù all
Stalioù flapañ, stummadur micherel, kentel enlinenn, meur a zoare da zeskiñ gallaoueg a vez kinniget e Breizh-Uhel.
Gant Institut du Galo e vez graet dave anezho war e lec’hienn ha kinnig a ra un tañva kentañ e video.