Ar gallaoueg er skol
Abadennoù tañva er skolioù
Kinnig a ra ar gevredigezh Qérouézée Le Galo en Côte d’Ahaot abadennoù tañva d’ar gallaoueg e skolioù-mamm ha er c’hentañ derez. Ar pal eo kizidikaat ar vugale ouzh ar gallaoueg hag ouzh doareoù disheñvel ar sevenadur gallaouek dre c’hoarioù war ar yezh, dañsoù ha rimadelloù e gallaoueg.
Azasaet e vez an abadenn gant oad ar vugale. Padout a ra etre 30 ha 45 mun.
Evit gouzout muioc’h kit e daremprend gant Qerouézée.
Hentenn 15 munutenn gallaoueg bemdez
“15 mun. gallaoueg bemdez” a zo un hentenn glok a zeskiñ gallaoueg azasaet d’ar c’helc’hiadoù 2 ha 3.
Gant an hentenn-se e c’hall ar gelennerien buheziñ abadennoù 15mun bemdez gant un tem hag ur ganaouenn savet a-ratozh a-hed ar sizhun.
Harpet eo an hentenn-se war lusk ar skolidi, war o barregezh da gompren an traoù en un doare eeun ha war ar c’han.