Skoazellit Telenn, grit un donezon
Telenn a zo ur gevredigezh anavezet a laz hollek . Gallout a ra, neuze, reiñ skridoù degemer donezon.
An donezonoù a c’hall digreskiñ an tailhoù betek 66 % evit un den prevez dindan 20 % eus e gorvoder ha betek 60 % evit un aozadur.
Da skouer,
Evit un den prevez, ur roadenn 100 € d’ar gevredigezh ne goust nemet 34 € d’an donezoner, goude distaoladur an tailhoù.- Evit un aozadur e teu ur skodenn 100 € da goust 40 €, goude distaol an tailhoù.
Da betra e servijo ma donezon?
Ma skoazell a c’hallo bezañ implijet evit :
- arc’hantaouiñ ur raktres sevenadurel : diskouezadeg, prezegenn, arvest
- prenañ levrioù nevez evit ar vediaoueg, a vo kinniget d’an holl.
Penaos e c’hellan reiñ?
Harpañ raktres Telenn en ur reiñ ur yalc’had a zo aes : gallout a rit leuniañ ar furmskrid amañ dindan en ur implijout ar savenn suraet HelloAsso ha paeañ ho skodenn enlinenn, pe kas da Ti ar Vro -l’Ôté ur chekenn e anv Telenn ha goulenn ur testeni tailhoù en eskemm.