Ar brezhoneg

Ar brezhoneg, ur yezh keltiek

E familh ar yezhoù keltiek emañ ar brezhoneg, rannet e div strollad :

  • keltieg an inizi a glot gant ar yezhoù komzet da gentañ en inizi breizhek. Er strollad-se emañ ar yezhoù keltiek komzet hiziv an deiz.
  • keltieg ar c’hevandir, ennañ ar yezhoù komzet gant poblañsoù keltiek ar c’hevandir, a yeas da get tamm-ha-tamm etre ar Iañ kantved a-raok J.-K. hag ar VIIvet kantved goude J.-K., daoust ma oant kenvevet gant yezhoù all evel al latin, ar gresianeg hag ar germaneg. Ar re-mañ a zo al leponteg, ar c’heltibereg, ar galateg ha galianeg.

Kelteg an inizi kentañ zo emdroet en daou zu, moarvat en-dro d’ar IVe kantved a-raok J.-K.. Krouet eo bet daou skourr :

  • Diouzh un tu, ar yezhoù gouezelek, en o zouez an iwerzhoneg, ar skoseg hag ar manaveg
  • Douzh un tu all, ar yezhoù breizhek, en o zouez ar c’hembraeg, ar c’herneveureg hag ar brezhoneg.

Degaset eo bet ar brezhoneg en Armorik evit ul lodenn gant enbroidi deuet eus Breizh enezek adalek an IIIe kantved goude J.-K.

Istor ar brezhoneg

Tri frantad bras a weler en emdroadur ar brezhoneg :
    •   An henvrezhoneg, etre an VIIIvet hag an XIIvet kantved, a zo deuet betek ennomp dre ziellevrioù ha spisc’herioù e dornskridoù skrivet e latin. War-dro 6 000 ger ha frazenn a zo. An destenn goshañ zo un tamm eus un emglev mezegiezh divyezhek brezhoneg-latin skrivet en eil hanterenn eus an VIIIvet kantved.
    • Ar c’hrennvrezhoneg, etre an XIIvet hag ar XVIIvet kantved, a zo anavezet ganeomp a-drugarez d’ar geriadur teiryezhek brezhoneg-galleg-latin, ar C’hatolikon bet skrivet e 1499 gant Jehan Lagadeuc, ar « misterioù » (Sant-Gwenole, Santez-Barba), ar barzhoneg gant Jehan Larcher Le mirouer de la mort (1519) hag oberennoù relijiel all.
    • Brezhoneg hiziv an deiz (eus an XVIIIvet kantved betek hiziv). Abaoe ar XVIIvet kantved e vez studiet doare-skrivañ ar brezhoneg gant yezhoniourien ha yezhadurourien a-benn reolata e skritur. Meur a reizhskrivadur a zo bet kinniget a-hed ar c’hantvedoù ha teir anezhe, pep hini anezho o fal unvaniñ ar rannyezhoù en ur skritur, a vez implijet c’hoazh hiziv an deiz :
      • ar peurunvan anvet “reizhskrivadur unvan” pe “KLTG” a glask sintezenniñ ar peder rannyezh vrezhonek meur Kerne, Leon, Treger, Gwened. An doare-skrivañ implijet ar muiañ hiziv an deiz eo.
      • Kinnig a ra ar skolveurieg, anvet “reizhskrivadur ar skol-veur”, daou stumm fonologel, unan hag a endalc’h KLT hag egile evit ar gwenedeg.
      • an etrerannyezhel, diazezet war an etimologiezh.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn istor hag orin ar brezhoneg, lennit pennad Hervé Le Bihan, kelenner e skol-veur Roazhon 2, war lec’hienn Bretagne Culture Diversité.

Ar rannyezhoù

N’eo ket unvan ar brezhoneg. Kemmoù en deus er pouez-mouezh, er gwanadurioù hag er c’heriaoueg hervez an tiriadoù ma vez komzet. Bezañs an takadoù rannyezhel-se ne zifenn ket koulskoude bezañs ur memes yezh. Ar rannyezhoù a gemer perzh e pinvidigezh ar brezhoneg.
Evel n’eus forzh peseurt yezh skoueriekaet, desket, eo ar brezhoneg savet diwar un diazez geriaoueg boutin hag ur yezhadur reolaat. Dibarderioù pe troioù-lavar spesadel d’un dachenn rannyezhel a vez kavet memes tra. E Bro-C’hall, diouzh ar rannvro m’emaomp o vevañ, ne gomzomp ket eus wassingue, toile, loque pe c’hoazh serpillière evit ober anv eus ar danvez galfrezet-se a implijomp evit gwalc’hiñ al leurioù ?
 
En e levr Pleins feux sur la langue bretonne e tispleg Hervé Abalain an diforc’hioù rannyezhel bet merzet gant beajourien an XVIIIvet hag an XIXvet kantved a vez peurliesañ mammenn hollekadurioù souezhus a laka da soñjal ez eus tost kement a rannyezhoù hag a gêriadennoù. 
 
Ranket e vez amañ skarzhañ ur fazi kompren, ha chom hep ober ar memes tra hag ar re a gemer harp war Atlas yezhoniel Breizh-Izel gant Pierre le Roux evit lâret ez eus 77 rannyezh e brezhoneg rak eo bet kaset e labour diwar 77 poent enklask. Disheñvel-tre eo ar gwirvoud, memes ma vez diforc’hioù, a-wechoù diaes da glevet evit an nann-vrezhonegerien, eus ur gêriadenn d’unan all.

Pevar rannyezh pennañ zo anavezet  :
  • al leoneg komzet e norzh Penn-ar-Bed.
  • an tregereg komzet e gwalarn Penn-ar-Bed hag e gwalarn Aodoù-an-Arvor, ennañ ar Goueloù a gaver stummoù disheñvel.
  • ar c’herneveg komzet en div drederenn su Penn-ar-Bed, mervent Aodoù-an-Arvor hag en ul lodenn vihan eus ar Mor-Bihan.
  • ar gwenedeg komzet en darn vrasañ eus ar Mor-Bihan a gomz brezhoneg. Disheñvel eo diouzh ar rannyezhoù all gant dibarderioù fonetek ha geriadurel.