Ti ar Vro – L’Ôté

Ar raktres sevel Ti ar Vro a zo bet krouet gant kevread Telenn ha kadarnaet gant Sant-Brieg Arvor Tolpad-Kêrioù e 2010. E 2016 e voe adnevesaet savadur an telldi, war porzh al Lege.

Istor al lec’h a zo bet doujet outañ : brasaet eo bet ar savadur istorel gant ur savadur nevez, ennañ un degemer bras a vez implijet evit staliañ diskouezadegoù, ur sal liesimplij gant ur c’hlevedon dibar, enni un davarn hag ur gegin. Salioù klas a vez ivez, implijet evit ar c’hentelioù brezhoneg ha gallaoueg. Ur vediaoueg a vez ivez, a ginnig dielloù a bep seurt war sevenadur ha yezhoù Breizh.

Feurmiñ ur sal

Aes e vez mont betek an Ti ar Vro – L’Ôté (nepell eus an RN12, nepell eus kreiz-kêr Sant-Brieg, war linenn D ar bus, parkva), ul lec’h plijus eo ivez (porzh al Lege, meur a breti nepell). Ul lec’h a zere eo evit emvodoù labour, emvodoù-meur, pe darvoudoù kevredigezhel a bep seurt.

Gallout a ra ar salioù emvod ha stummañ hag ar sal liessimplij Robert Pédron bezañ feurmet gant kevredigezhioù, strollegezhioù pe embregerezhioù

Sal Robert Pédron

80m² eo ar sal Robert Pédron, ha gallout a ra degemer 80 den war-sav pe azezet hep taol ebet, ha betek 50 den azezet ouzh taol. Ul luc’hvanner hag ur skramm a vez er sal. Un davarn hag ur gegin (enni ur yenerez, un tommer pladoù, div blakenn gaz, biligoù) a vez ivez.

Salioù emvod ha stummañ

Div sal emvod ha stummañ a c’hall bezañ feurmet. En div sal vouzaret e vez un daolenn wenn. Degemer a reont stummadurioù war ar brezhoneg, emvodoù kevredigezhioù pe kentelioù sonerezh.

Ar sal n°1 a vez 15,5m² hag e c’hall degemer 10 den azezet ouzh taol.

Ar sal n°2 a vez 26,5m² hag e c’hall degemer 16 den azezet ouzh taol.

Vakted ar salioù

Ma fell deoc’h gweladenniñ pe mirout ar salioù, pellgomzit d’ar 02 96 77 31 91 pe kasit ur gemenadenn deomp. Gallout a rit pellgargañ ha sellout ouzh reolennaoueg ar feurmoù hag ouzh ar prizioù e traoñ ar bajenn-mañ.

Ma fell deoc’h gouzout vakted ar salioù e c’hallit sellout ouzh an deiziataer, o tibab ar sal a fell deoc’h. O klikañ war ur mare dalc’het e c’hallit gwelout eur fin ar feurm.