Dansoù Breizh
Dañsoù Breizh
War-dro 700 dañs hengounel zo bet renablet e Breizh istorel ha lodennet e muioc’h a 40 tiriad disheñvel. Spesialeteoù an dansoù-se a zo bet anavezet ha renablet war fichennoù ha filmoù a-drugarez d’ul labour pouezhus evit dastum anezhe.
E tri rummad eo renket dañsoù breizh gant Dastum e-barzh e levr-heñchañ war muzik Breizh :
– An dañsoù kozh evit an heuliadegoù a vez pleustret e chadenn digor, serret pe an daou evel an andro, an hanter dro, al laride, ar gavotenn, ar plinn…
– An dansoù nevezoc’h gant levezon dañsoù XVIIvet eus Breizh-Veur ha dañsoù bro ar Saozon XVIIIvet evel ar jabadao, ar pach-pi hag ar baloù.
– A-benn ar fin, an dansoù daou-ha-daou a zo erruet diwezhatoc’h e XIXvet ha XX kantvet. Gallout a reer menegiñ ar polka, ar mazurka hag ar scottish.
Ur rummadur dre vro a c’hall bezañ graet ivez etre dansoù eus Breizh Izel, dansoù eus Breizh Uhel hag ar re n’int ket eus Breizh. Bep bro he deus he renabl hag he dibarelezh.
Dansoù e Bro Sant-Brieg
Anvet eo bet ar vro diwar anv an eskopti kozh. Pevar ziriad zo e-barzh Bro Sant-Brieg : ar Pentevr, ar Bro Loudieg, Ar Menez ha lodenn galloeg Bro Oueloù.
Un daou-ugent dañsoù bennak zo bet renablet er Vro : rontoù, avant-deux, baloù, guédennes…
Geriadur ar ouiziegezh war glad ar musik ha glad an dilhad a renabl anezhe war e lec’hienn Heritaj.bzh.
Gallout a reer menegiñ etre traoù-all : heuliadeg Loudieg, pach-pi Pleneventer hag ar c’heroueze.
Stalioù evit kregiñ, evit gwellaat hag abadennoù war al leurenn, stajoù evit tout al liveoù, kenstrivadegoù, festoù-noz ha festoù-deiz e-pad tout ar bloavezh : Kavet a vez traoù a bep seurt er Vro evit dizoleiñ pe pleustriñ dansoù Breizh.
Stalioù dansoù dudi ha kelc’hioù keltiek
Kenleur 22
Kevread departamant ar stalioù dansoù ha kelc’hioù keltiek
Atelier de danse loisir
Evit dizoleiñ ha deskiñ dañsoù Breizh a-bezh.
Cercle celtique
Evit kemer perzh e abadennoù war al leurenn gant dilhad hengounel pe kenstrivadegoù.
Festoù-noz, festoù-deiz
Gwrizioù ar fest-noz, liester festoù-noz, a zo er maezioù.
Da gentañ e oa un emgav etre sonerien ha dansourien e-pad pardonioù, foarioù ha bodadoù evit al labour er parkoù, an dornadegoù hag an eostadoù.
Adalek ar bloavezhioù 1950 ha goude er bloavezhioù 1970 en un doare fonnusoc’h eo adsavet an hengoun-se gant festoù-noz ha festoù-deiz a anavezer hiriv.
Ar gevredigezh Dastum, a labour evit dastum, skignañ ha treuzkas glad Breizh dre gomz, he deus kinniget un teuliad evit enskrivañ ar festoù-noz e-barzh glad sevenadurel dizanvezel an denelez. Ar bemzek a viz Kerzu 2012 en deus resevet ar fest-noz an anzavadur ofisiel gant an UNESCO. Ouzhpenn se eo enskrivet ar fest-noz e-barzh renabl ar c’hlad sevenadurel dizanvezel e Bro-C’hall.
An arsellva war pleustroù ar festoù-noz ha festoù-deiz zo bet savet gant Kevredigezh Tamm-Kreiz a embann studioù ha statistikoù bep bloaz abaoe 2012.
Al lec’hienn a ginnig un deiziataer ivez gant festoù-noz, festoù-deiz, stajoù ha stalioù dansoù direoliek.
Digeriñ war al lech’ienn amañ :
An tutoioù
Tamm-Kreiz, Bretagne Culture Diversité ha Kenleur o deus kenlabouret evit sevel tutoioù dansoù Breizh da welet a-raok mont d’ar fest-noz evit adwelet pe pleustriñ.