Ar garta "Ya d'ar brezhoneg"
Abaoe 2001, eo bet lakaet war-sav gant Ofis Publik ar Brezhoneg ar garta Ya d’ar brezhoneg evit ar frammoù, an ensavadurioù a fell dezhe lakaat war wel eo tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg en ur lakaat e pleustr un toullad oberoù simpl, rannet e pevar live.
Pal an ober-mañ eo diorren plas ar brezhoneg el lec’hioù foran, ar vuhez sokial hag ar vuhez ekonomikel.
Miret da gentañ evit aozadurioù prevez eo bet astennet ar garta d’ar c’humunioù ha d’ar frammoù etrekumunel buan a-walc’h da c’houde.
E 2021 e oa bodet ouzhpenn mil siner.
E lec’hienn Ofis publik ar Brezhoneg e vez renablet an holl frammoù o deus sinet.
E Bro Sant-Brieg e 2021 eo bet sinet live 1 al label gant ar c’humunioù da heul : Sant-Brieg, Pordig, Plerin.
Siner ar garta eo Telenn ivez.