Sonerezh hengounel Breizh
Sonerien ha kanerien vreizh (SKV) zo skol muzik hengounel Bro Sant-Brieg.
Ses locaux se situent dans l’enceinte du Conservatoire de Musique, Danse et des Arts Dramatiques de Saint-Brieuc, la Villa Carmélie.
Ar gevredigezh a ginnig dizoloiñ ha deskiñ seniñ binvioù hengounel evel an akordeoñs diatonek, ar binioù bras, ar gitar pe ar pib-ilin da bep oad …
Ar c’hentelioù-se a c’hall bezañ a-stroll pe gant strolladoù bihanoc’h, daou pe dri den gant ar stummer.
Kentelioù kanañ e brezhoneg (kan-ha-diskan) pe e galleg a vez kinniget ivez ur sizhun a bep eil.
Ar gevredigezh a aoz stajoù ha festoù-noz ivez.
Ar bagadoù
Awenet gant strolladoù pipes deus Bro Skoz, ar bagad zo ul laz-seniñ deus Breizh, savet gant binioù bras, bombardoùha taboulinoù sklaer, klokaet gant binvioù-tos a bep seurt n’int ket hengounel.
Goude an eil brezel bed, war atiz tud evel Polig Montjarret, e voe krouet bodadeg ar Sonerion a vod an holl vagadoù Breizh hag a re zivroet.
Bep bloaz e vez dalc’het kampionad broadel ar bagadoù gant kantadoù a strolladoù, dasparzhet e pemp rummad.
Bagad Sant Brieg
Krouet e 1996, bagad Sant-Brieg a vez hiriv er pempvet rummad.
Prientiñ a ra bep bloaz kenstrivadeg kampionad ar bagadoù hag kemer a ra perzh e abadennoù e Bro Sant-Brieg, e Bro-c’hall pe estren-vro.
O chupenn glas ha melen a zoug bri da livioù kêr Sant-Brieg.