Formulenn Tad ha Mamm
Abaoe distro-skol 2021, e kinnig Kreizenn Abherve ur program deskiñ brezhoneg evit kerent bugale skoliataet e brezhoneg en deskadurezh divyezhek pe dre soubidigezh.
Palioù :
- Reiñ an tu d’an dud n’o deus ket kalz amzer vak da zeskiñ brezhoneg.
- Sikour tud ar vugale da da evezhiañ skoliata o bugale.
- Aesaat an deskiñ hag an treuzkas er familhoù.
An hentenn :
Evit se e cheñch ar gelennerien etre kentelioù enlinenn (1 eurvezh bep sizhun) ha kentelioù a-stroll war al lerc’h (2 eurvezh bep miz). N’eo ket hiniennel an enskrivadurioù evit ar programm, met dre familh. Ar gerent a c’hell kemer ar c’hentelioù asambles pe an eil diouzh egile diouzh o amzer.
Diazezet eo ar c’helenn war an hentenn “Oulpan”, azasaet d’ar c’helenn d’an oadourien, met lakaet e vez kalz pouez war ar “gerioù-skol” (termenoù implijet evit an niveroniezh, ar yezhadur, ar reizhskrivañ, an istor, an douaroniezh, treiñ rimadelloù, h.a.) hag ar c’hendiviz.
Coûtaije : pâssées de berton 155 € l’anée e coûtaije a l’anée pour s’ensouéter a Kreizenn Abherve : 30 €
Limerot de haopouer : 06 03 40 78