Ar garta "Du Galo dame Yan dame Vére "

Gant an Institut du Galo e vez kaset ar gallaoueg war-raok dre ur stignad anvet “Du Galo dame Yan dame Vére !” a c’hell ar strollegezhioù lec’hel, an tiez-kêr, an EPCI, an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù kemer perzh ennañ en ur sinañ ar garta heñvel e anv.

Pal ar garta eo brudañ ha lakaat war wel oberoù a-du gant ar gallaoueg, e implij hag e welusted e buhez pemdeziek ar Vretoned.

Tri live emouestl a vez kinniget. Pep aozadur a c’hell, diouzh e live barregezh war ar yezh, termeniñ diwar ur roll ugent ober bennak ar re a glot gwellañ gant e stad, e live emouestl hag an diorroadurioù a c’hell rakwelet.

Sinet e oa bet ar garta gant Telenn e 2020.