Kentelioù brezhoneg sizhuniek
Komz a rez brezhoneg ?
Telenn ha div eus he c’hevredigezh, Kreizenn Abherve ha Nevez Amzer, a ginnig kentelioù brezhoneg sizhuniek e Bro Sant-Brieg, eus Bro Ouelo da Vro Pentevr eus miz Gwengolo da viz Even.
Tri foent pennañ zo er c’hentelioù :
– Ar yezh : hentenn kaozeal dre gomz da gentañ
– Ar sevenadur : oc’h ober gant merkoù lec’hel evel talvoudegezh an anvioù-lec’h pe an anvioù familh da skouer
– Ar vuhez pemdeziek ha bed al labour
Dalc’het e vezont en nozvezh pe d’ar Sadorn vintin, 1e30 ar sizhun.
5 live deskiñ a vez kinniget : evit an deraouidi kement hag evit ar vrezhonegerien ampart.
Pelec'h kavout kentelioù tost d'ar gêr ?
Taolenn kentelioù 2026-2027
Hizivaet d’ar 06/07/2026
| KÊR | LIVE | EURIOÙ | LEC'H | DISTRO-SKOL | KEVREDIGEZH | |
|---|---|---|---|---|---|---|
| LUN | Lambal | Live etre | 18e30-20e00 | MJC Lambal | 14/09 | Telenn/MJC |
| Deraouidi | 20e00-21e30 | |||||
| MEURZH | Binig-Staol | Deraouidi | 20e00-21e30 | Salioù associatic 1 ha 2 | 15/09 | Telenn |
| Fals-deraouidi | 20e00-21e30 | |||||
| Live etre | 18e30-20e00 | |||||
| Arroutet | 18e30-20e00 | |||||
| Saint-Brieg (Robien) | Live etre | 18e30-20e00 | Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve | Kreizenn Abherve | ||
| Araokaet | ||||||
| En-linenn | Formulenn Tad ha Mamm | En-linenn | Kreizenn Abherve | |||
| MERC'HER | Sant-Brieg (Lege) | Live araoket 1 | 18e00-19e30 | Ti ar Vro - l'Ôté | 16/09 | Telenn |
| Deraouidi | 19e30-21e00 | |||||
| Daoulamm 1 | 14e00-17e00 | |||||
| Daoulamm 2 | 14e00-17e00 | |||||
| Daoulamm 3 | 9e00-12e00 | |||||
| Kintin | NULLET | |||||
| YAOU | Saint-Brieg (Robien) | Deraouidi | 18e30-20e00 | Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve | Kreizenn Abherve | |
| Sant-Brieg (Lege) | Fals-Deraouidi | 20e30-22e00 | Ti ar Vro - l'Ôté | 17/09 | Telenn | |
| Live etre 1 | 20e00-21e30 | |||||
| Live etre 2 | 19e00-20e30 | |||||
| Araokaet 2 | 18e30-20e00 | |||||
| Erge-ar-Mor | Deraouidi/Fals-deraouidi | 16e30-18e00 | Sal Jo Velly | 17/09 | Telenn | |
| SADORN | Ploufragan | Deraouidi | Kregiñ a ra ar c'hentelioù da 9e pe da 10e45 | Plasenn an Hirwazh | Nevez Amzer | |
| Fals-deraouidi | ||||||
| Live etre | ||||||
| Arroutet |
Prizioù hag enskrivadur
Kreizenn Abherve
Kinnig a ra ar gevredigezh Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve kentelioù noz, e-pad ar sizhun war al lec’h pe a-bell, evit an holl liveoù, e Sant-Brieg e karter Robien.
Nevez Amzer
Telenn
Telenn a ginnig kentelioù brezhoneg eus miz Gwengolo da miz Gouere.
Ar priz bloazhiek evit kentelioù sizhuniek 1e30 a zo 195 € mui priz an emezelañ d’ar gevredigehz, da lâret eo 8 €.
Posubl e paeañ e meur a wech hep frejoù ouzhpenn.
L’inscription se fait auprès des enseignants lors des premiers cours ou auprès de l’accueil du Ti ar Vro – l’Ôté.
Les cours commenceront la semaine du 16 septembre 202



Doareoù all da zeskiñ brezhoneg
Doareoù all zo evit deskiñ brezhoneg e Sant-Brieg : ar formulenn daoulamm, ar stummadurioù hir e kenlabour gant Stumdi pe c’hoazh stajoù.
Evit mont pelloc’h gant ar yezh e kavoc’h ivez sortiadennoù hag obererezhioù d’ober a-hed ar bloaz.