Stummadur hir

Kinnig a ra an aozadur stummañ micherel Stumdi e kenlabour gant Telenn e Ti ar Vro – l’Ôté, ur stummadur hir 6 miz hag ur stummadur donaat 3 miz.

Ar stummadur « LE BRETON EN 6 MOIS ! » zo ur stummadur micherelaat ha diplomus hag a zo he fal kentañ degas stajidi deraouidi da zeskiñ diazezoù kreñv e brezhoneg.

Stummadur stank 35 eurvezh ar sizhun eo. Kinnig a ra doareoù deskiñ a bep seurt, dre gomz ha dre skrid, asambles gant prantadoù priziañ evit gallout priziañ an araokadennoù ha prientiñ an diplom barregezh war ar yezh (DBY).

Stumdi a ginnig ivez stummadurioù evit ar vrezhonegerien a-benn sikour anezhe da vestroniañ ar barregezhioù yezh ret evit kas obererezhioù e brezhoneg da benn en un doare micherel.

ARC'HANTAOUIÑ HAG ENSKRIVADUR

Savet eo ar stummadurioù-se evit ar glaskerien labour, ar c’hopridi, ar studierien pe an dud prevez c’hoazh. Evit gouzout penaos e c’hall bezañ kemeret ar c’houst stummañ e karg ha deiziadoù ar prantadoù da zont, kit e darempred gant Stumdi d’ar 02 98 21 39 94.