Kan Breizh Uhel ha Breizh Izel

Adkavet e vez kan hengounel ha poblek Breizh e meur a stumm etre Breizh-Uhel ha Breizh-Izel.
An diforc’h bras zo dreist-holl er yezh implijet hervez an toniaouegoù.

E Breizh-Uhel e vez komzet gallaoueg, ur yezh romanek a gaver e Reter ar rannvro : ul lodenn eus Aodoù-an-Arvor hag eus ar Mor-Bihan, an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel. Meur a stumm a c’hall bezañ gant ar c’han gallaouek : kan da ziskanañ evit dañsal, kan labour,  gwerzioù,  kan-bale…
 
 
Kan Breizh-Izel zo ur c’havlec’h e brezhoneg hag a gemer meur a stumm ivez : kan-ha-diskan,gwerzioù, kantikoù ha kement zo…  a gaver e Kornôg ar rannvro, en Aodoù-an-Arvor, er Mor-Bihan hag e Penn-ar-Bed a-bezh.
 

Gant an dud e oa ar boaz-se e kevredigezh hengounel Breizh gwechall-gozh.  Da bep gouel, a-hed an devezh eus ar mintin d’an noz, en ur labourat… an holl familhoù, an holl remziadoù o deze troioù da ganañ.

Hiziv an deiz ez eus ur bern lennegezh ha kevredigezhioù niverus a gemer perzh e saveteiñ ar c’han hengounel, da skouer dre abadennoù : beilhadegoù, kenstrivadegoù, festoù-noz, arvestoù, atalieroù kanañ, h.a.

Kan Breizh Uhel e Bro Sant-Brieg

Teir c’hevredigezh a ginnig deoc’h dizoloiñ ha pleustriñ kan Breizh Uhel e Bro Sant-Brieg.

De Ouip en Ouap

E Ploufragan, ar gevredigezh De Ouip en Ouap, a ginnig un atelier kan, div wech ar miz, evit dizoloiñ toniaoueg kan hengounel Breizh Uhel. Ur staj bloaziek, war un devezh, a vez aozet ivez a-benn deskiñ teknikoù ar vouezh ha perc’hennañ kavlec’hioù all. Ingal e vez lusket beilhadegoù ha baleadennoù kontet ha kanet gant izili an atalier.
Gallout a reer kavout enrolladennoù eus ar beilhadegoù war ar CDoù a c’haller prenañ e Ti ar Vro.

 Ur gentel kan gallaouek a vez kinniget gant ar skol sonerezh hengounel SKV. Dizoloet e vez
toniaoueg Breizh-Uhel dre ar c’han da ziskanañ, ar c’han e-barzh an dañs pe c’hoazh ar gwerzioù.
Bep 15 devezh e vez graet ar c’hentelioù er Villa Carmélie.

 E Pleneventer e vez kinniget gant ar gevredigezh Les Chaoûpilous un atalier kan hengounel gallaouek hag un atalier stroll kan ha sonerezh.

Kan Breizh Izel e Bro Sant-Brieg

Teir c’hentel Kan ha Diskan a vez kinniget gant skol sonerezh hengounel SKV e Sant-Brieg :
– un atalier kaset e brezhoneg
– un atalier e galleg evit an oadourien
– hag un atalier evit ar re yaouank.
 

Al laz-kanañ e brezhoneg Kanomp ar Vro a zo e-barzh kevredigezh Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve. Pleustret e vez ur wech ar sizhun, e Ti ar Vro Sant-Brieg, war ur c’havlec’hiad a bep seurt gant kanaouennoù hengounel breizhek ha keltiek troet e brezhoneg
 kanaouennoù disakr pe relijiel hag ivez kanaouennoù a-vremañ.

Aozet e vez sonadegoù e-pad darvoudoù evel mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe c’hoazh ar festival “Breizh a gan”.
 Ezel eus kevread al lazoù-kanañ brezhonek “Kanomp Breizh” eo. Kemer a ra perzh al laz-kanañ e kanatennoù laz-kanañ Breizh.