Ar brezhoneg er skol
An divyezhegezh er skol
An divyezhegezh pe liesyezhegezh eo ar reolad er bed a-bezh, gant 60% eus poblañs ar bed o komz div yezh da nebeutañ.
Etre ar ganedigezh hag an oad a 7 vloaz eo ar barregezh da zeskiñ ar yezh en e greñvañ. D’an oad-se eo e vez diorroet o c’hleved gant ar vugale, ar pezh a ro tu dezho da ziforc’hañ ar sonioù ha da adsevel anezho gwelloc’h. Setu perak eo pouezus kinnig d’hor bugale deskiñ un eil yezh adalek an oad kentañ. Anavezet eo a-unvouezh, hiziv an deiz, perzhioù mat an divyezhegezh abred.
3 hentad divyezhek brezhoneg-galleg zo : ar skolioù dre soubidigezh Diwan, klasoù divyezhek an deskadurezh publik ha re an deskadurezh katolik a respont pep hini da ezhommoù disheñvel.
Heuliet e vez ar programmoù an deskadurezh-Stad, heñvel int neuze ouzh ar re a vez studiet er skolioù hag er c’hlasoù unyezhek gallek. Gallout a ra ar gelennerien en em harpañ, evit ar c’helenn e brezhoneg, war ar binvioù pedagogel niverus embannet gant TES, TES, Ti-Embann ar Skolioù, ur skourr eus rouedad Kanope, diazezet e Ploufragan.
Ne dalvez ket ar gartenn skol pa vez dibabet ar c’helenn divyezhek. Posubl eo lakaat ho pugale en ur skol ha n’emañ ket en ho karter annez pe ho kumun.
N’eo ket ret e vefe komzet brezhoneg gant tud ar vugale.
Dont a ra an darn vrasañ eus ar skolidi degemeret er skolioù divyezhek eus familhoù ha n’int ket brezhonegerien. Testeniañ a ra ar gerent hag ar gelennerien n’eo ket ur skoilh evit deskiñ brezhoneg.
Digor d’an holl, digoust, laik ha kevredigezhel, diazezet eo ar skol Diwan war bennaenn ar c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg.
He fal eo stummañ skolidi a c’hallo komz meur a yezh, skolidi digor war ar re all, gouest da gomz brezhoneg en o buhez sokial koulz hag e-pad ar c’hentelioù.
Digoret eo bet e 1979 ha dre-se en deus ouzhpenn 40 vloaz a skiant-prenet.
Adalek an oad a zaou vloaz e c’hall ar vugale bezañ degemeret er skol Diwan, hervez barr degemer ar skol hag stad a varregezh psikologel ar bugel hag a rank koltañ gant ar vuhez a-stroll er skol.
Dre ar c’hoari, ar c’hanaouennoù hag an obererezhioù a bep seurt kinniget er skol-vamm e vez desket hep striv ebet gant ar bugel yaouank, ne vern petra e vefe e yezh vamm.
E brezhoneg penn-da-benn e vez kelennet er skol-vamm. E brezhoneg e vez desket diazezoù al lenn, ar skrivañ, an niveriñ. Neuze e vez treuzkaset ar gouiziegezhoù tapet e brezhoneg d’ar galleg hep striv ebet ouzhpenn er c’hentañ derez.
Heuliañ a ra ar c’helenn a vez kinniget er skol Diwan ar programmoù deskadurezh broadel..
Kalz raktresoù a vez douget bep bloaz gant ar skipailh kelennerien, e kenlabour a-wechoù gant Telenn, diskouezadegoù, arvestoù, emgavioù gant arzourien, raktres liorzhañ…
En hentadoù divyezhek e vez kelennet e brezhoneg hag e galleg an holl ziskiblezhioù anvet nann-yezhel, da lâret eo ar matematik, an istor, ar skiantoù, ar sport, h.a.
Posupl eo kregiñ da vont e-barzh un hentad divyezhek betek bloavezh diwezhañ ar skol-vamm.
Peurliesañ e vez enframmet an hentadoù divyezhek en ur skol e-lec’h ma vez degemeret klasoù all ma’z eo ar galleg yezh ar c’hehentiñ hag an deskiñ enne. Kemer a ra perzh ar skolidi divyezhek e buhez ar skol hag e raktresoù skol gant skolidi ar c’hlasoù unyezhek.
Hentadoù divyezhek a vez kavet war ar c’humunioù da heul :
- Binig – Staol : Skol bublik La Vigie
- Lambal – Armor : Skol bublik Lavergne – Mathurin Méheut
- Pledran : Skol bublik Le Tonturier
- Plerin: Skol bublik Harel de la Noë, Skol brevez Itron-Varia
- Kintin : Skol bublik Kintin
- Sant-Brieg : Skol bublik ar C’hloz Bras, Skolioù publik Curie ha Poutrin, Skol Berthelot
- Yffiniac : Skol bublik Simone Veil
E skolioù zo ez eus bet savet ur gevredigezh kerent evit brudañ an hentad ha sevel raktresoù ha/pe obererezhioù tro-dro d’ar brezhoneg. Peurliesañ e vez staget ar c’hevredigezhioù-se ouzh rouedad Div Yezh Breizh evit ar skolioù publik, hag ouzh rouedad Diwaskell evit ar skolioù katolik prevez.
E Bro Sant-Brieg, teir c’hevredigezh a zo : Div Yezh Lambal, Div Yezh Plerin ha Div Yezh Sant-Brieg.