AEP DIWAN SANT-BRIEG


KINNIG

Skoazellañ skipailh pedagogel skol Diwan Sant-Brieg o merañ hag aozañ an obererezhioù bevaat hag ar c'helaouiñ. Skol kentañ derez (magouri + skol-vamm) - Skol digoust ha laik.

OBEREREZHIOÙ

- Merañ ar skipailhoù n'int ket kelennerien (skoazell goude ar skol, kempenn ar salioù, hag all)
- Titouriñ ar familhoù diwar-benn buhez ar gevredigezh
- Ober war-dro an darempredoù diavaez gant an tiez-kêr hag ar melestradurezhioù (URSSAF, yaouankiz ha sport, hag all)
- Merañ an amzer tro-skol
- Merañ an arc'hant dastumet (frejoù pedagogel, roadennoù, skoaziadennoù, treziadoù skol, arc'hant krouet gant ar Skoazell hag all...)
- Arc'hantaouiñ obererezhioù ar skol
- Aozañ an dorioù digor : Bodad diorren

DAREMPRED

Chomlec'h : Skol Diwan Sant-Brieg
19 bali Carnot
22000 Sant-Brieg

KARTENN