DAÑS BRO

KINNIG

Dañs Bro Quintin zo ur gevredigezh dañsoù hengounel Breizh bet krouet e 1987, enni ur strollad dudi hag ur c'helc'h keltiek. Emaomp amañ evit sikour ac'hanoc'h da ziforc'hañ etre un an dro hag ur plinn ha kinnig deoc'h pazennoù kentañ ar gavotenn. Aergelc'h brav a zo, sur ha n'eo ket marteze !

OBERIANTIZIOÙ

Dalc'het e vez ar c'hentelioù d'ar Meurzh da noz e sal gouelioù Kintin adalek 7e30 g.m. da 10 eur noz evit ar strollad "dudi", hag ar pleustradegoù a zo d'ar Yaou da noz evit ar c'helc'h e sal Emmanuel LE JEAN e Kintin adalek 8e30 g.m. da 10 eur noz. Abaoe 2018 e kemeromp perzh er genstrivadeg aozet gant hor c'hevredad KENLEUR.

DAREMPRED

Prezidant : Daniel Thoraval 06 33 04 43 65
Sekretourez : Isabelle Thoraval 06 72 34 11 07
Lec'h ar c'hentelioù :
Sal ar Gouelioù e Kintin, 4 straed la Fosse Malard- Kintin (dudi)
Sal Emmanuelle Le Jean, straed chemin des sentes - Kintin (Kercl'h)

KARTENN