KELC'H KELTIEK SANT-BRIEG
kinnig
Krouet e 1938, Kelc'h Keltiek Sant-Brieg zo unan eus kelc'hioù koshañ Breizh. Brudañ, gwareziñ ha treuzkas glad dañset, gwisket, kanet ha sonet he rannvro, ar Pentevr, eo pal ar c’helc’h. Kemer a ra perzh ar strollad korollouriezh bep bloaz, e kenstrivadeg ar C’hengevread Kenleur. E 2019 e oa bet kurunennet Kelc'h Keltiek Sant-Brieg Kampion Breizh ar pevare rummad .
oberiantizioÙ
Atalier dañsoù dudi : Gwener eus 7e30 da 8e30 noz.
Deraouidi ha tud barrek.
Strollad sonerezh : Gwener eus 7h30 da 8e30 noz.
Tud barek.
Kelc'h keltiek pe strollad korollouriezh : Gwener eus 8e30 da 11e00.
Deraouidi, tud barrek ha krennarded.
Kinnig a reomp ivez buheziñ hoc'h abadennoù prevez pe micherel... Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc'h.
darempred
Prezidant : Guénaelle Bony
Sekretourez : Soazig Nottré
Sez sokial : 8 straed George Sand 22000 Sant-Brieg
Lieu des cours : Skol Jacques Brel e Sant-Brieg
Pellgomz : 06 23 44 28 06
KARTENN
FOTOIOÙ



