NEVEZ AMZER
KINNIG
Nevez Amzer zo ur gevredigezh lec’hiet e Ploufragan a zo brudañ sevenadur Breizh he fal pennañ. Aozañ a ra kentelioù brezhoneg ha kemer a ra perzh e abadennoù sevenadurel breton a-bep seurt : prezegennoù kenaozet gant Mediaoueg kêr Bloufragan, c’hoarioù Breizh gant Telenn, abadennoù sport ha sevenadur evel ar Redadeg, troioù-bale...
OBEREREZH
Aozañ kentelioù brezhoneg d’an oadourien eo obererezh pennañ Nevez Amzer. D’ar Sadorn beure e vez dalc’het ar c’hentelioù e sal Glennmor, Plasenn Hirwazh e Ploufragan..
27 kentel, 1e30 pep hini, a vez dalc’het e kerzh ar bloavezh kentelioù, etre miz Gwengolo ha miz Even.
Da 9e00 pe 10e45 e krog ar c’hentelioù.
Aozet e vez ar c’hentelioù hervez un deiziataer evit pep live. Kinniget e vez e miz Gwengolo.
C’heñchamantoù a c'hall c'hoarvezout e-kerzh ar bloavezh.
DAREMPRED
Prezidant : Morgan Oillic
Sekretour : Michel Seib
Kentelioù dalc'het e : Sal Glenmor, Plasenn Hirwazh, 22440 Ploufragan
tres moned


